Sant Marc 4:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag m’edo enni. Bez’ e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza kasset kuit ar bobl, e kasjont Jesus ganthe evel ma oa er vag; ha bez’ e oa ive bagou bihan all hag a iea assambles ganthan. |
Eñ a lavaras d’e ziskibien derc’hel prest ur vag dezhañ, abalamour d’ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.
Jezuz en em lakaas c’hoazh da gelenn e-tal ar mor. Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec’h azezas enni. An holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.
Neuze e savas un taol-avel bras hag ar c’hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie.
Kerkent ha ma tiskennas eus ar vag, un den dalc’het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d’e gavout.
Jezuz o vezañ adarre treuzet ar mor er vag hag aet d’an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhañ. Tost d’ar mor e oa.
Un devezh ma’z eas en ur vag gant e ziskibien, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d’al lenn. Hag ez ejont.