La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 4:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Hag e lavaras dezho: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc’h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d’ar re all, ha c’hoazh e vo roet ouzhpenn deoc’h-c’hwi a selaou.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Lavaret a reaz c’hoas dezhe: Likit evez ouz ar pez a glevit. Diouz ar muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h, ha deoc’h‐hu pere a zelaou e vezo roet c’hoas muioc’h.

Ver Capítulo



Sant Marc 4:24
16 Referencias Cruzadas  

Paouez, va mab, da selaou un deskadurezh a c'hellfe da zistreiñ diouzh gerioù an anaoudegezh.


Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.


Evel-henn e komz an AOTROU: Diwallit war hoc'h eneoù, na zougit bec'h ebet da zeiz ar sabad, na rit ket tremen anezho dre zorojoù Jeruzalem,


Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc’h.


Hag e teuas ur goabrenn d’o goleiñ, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ!


Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d’an neb en deus, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh a gred en deus.


Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.


Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc’h.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo.


Ar re-mañ o doa soñjoù uheloc’h eget re eus Tesalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc’h a vuander, o studiañ bemdez ar Skriturioù evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho.


A-hend-all: An hini a had gant pizhoni a vedo gant pizhoni, hag an hini a had gant fonnder a vedo gant fonnder ivez.


Rak-se e tleomp en em stagañ startoc’h ouzh an traoù hon eus klevet, gant aon na vefemp kollet en diabell.


c’hoantait evel bugale nevez-c’hanet laezh glan ar ger, evit ma c’hellot kreskiñ drezañ,


Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.