Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 4:24 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Lavaret a reaz c’hoas dezhe: Likit evez ouz ar pez a glevit. Diouz ar muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h, ha deoc’h‐hu pere a zelaou e vezo roet c’hoas muioc’h.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Hag e lavaras dezho: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc’h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d’ar re all, ha c’hoazh e vo roet ouzhpenn deoc’h-c’hwi a selaou.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 4:24
16 Referencias Cruzadas  

rag diouz ar varn ma varnit e veot barnet; ha diouz ar muzur ma vuzurit e vezo muzuret deoc’h.


Hag e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe: hag eur vouez a zeuaz euz ar goabren, hag a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, selaouit anezhan.


Rag‐se likit evez penaos e selaouit; rag d’an neb hen deuz e vezo roet, mes an neb n’hen deuz ket, a vezo lammet diganthan memeus ar pez a zonj dezhan hen deuz.


Bez’ em euz denved all ha n’emaint ket er vanden‐man; red eo d’in ho c’herc’hat ive; hag e selaouint va mouez, ha ne vezo nemed eur vanden hag eur mesaer hep‐ken.


Va denved a glev va mouez, ha me a anavez anezhe, hag int a heul ac’hanoun.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Dond a ra an amzer, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag ar re ho devezo he c’hlevet a vevo.


Ar re‐man ho doe santimanchou kaeroc’h eged an dud euz a Dessalonika; receo a rejont buhan ar Ger, ha bemdez e studient ar Scrituriou, evit gwelet ha gwir e oa kement a glevent.


A‐hend‐all: An hini a had neubeud, a vedo eun eost dister, hag an hini a had stank a vedo eun eost founnus.


Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll.


c’hoantait a galon, evel bugale nevez ganet, al leaz spirituel ha pur, ma teuot dreizhan da greski.


Bugale muia‐karet, na gredit ket da bep spered, mes amprouvit ar sperejou, evit gouzoud hag int a zo a‐berz Doue; rag kalz a falsprofeted a zo deuet er bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos