Sant Marc 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c’houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, pa edo he‐unan, ar re a oa en dro dezhan gant an Daouzec, a c’houlennaz diganthan divarben ar barabolen‐ze. |
Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ.
Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.
Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c’houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se.