Sant Marc 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz en em lakaas c’hoazh da gelenn e-tal ar mor. Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec’h azezas enni. An holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a gommansaz adare da gelen e‐tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi, |
Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulias anezhañ eus Galilea, eus Judea,
Eñ a lavaras d’e ziskibien derc’hel prest ur vag dezhañ, abalamour d’ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.
Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag m’edo enni. Bez’ e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug.
Kerkent ha ma tiskennas eus ar vag, un den dalc’het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d’e gavout.
Jezuz o vezañ adarre treuzet ar mor er vag hag aet d’an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhañ. Tost d’ar mor e oa.