Sant Marc 3:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa azezet en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze en eur zellet ouz ar re a oa azezet en dro dezhan, e lavaraz: Setu aman va mam ha va breudeur. |
Neuze Jezuz a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, it ha lavarit da’m breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac’hanon.
Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc’hioù tro-war-dro, en ur gelenn.
Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.
Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.