La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Den ken neubeut na laka gwin nevez en barikennou koz; anez ar gwin nevez a freuzfe ar barikennou, ar gwin a redfe, hag ar barikennou a vefe kollet; mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez.

Ver Capítulo



Sant Marc 2:22
9 Referencias Cruzadas  

Va bruched a zo evel gwin na vefe ket avelet, mont a ra da freuzañ evel seier-lêr nevez.


Ra vo va c'halon eeun ez reolennoù, evit na vin ket mezhek!


Rak evel ur sac'h-lêr ez on er moged, met n'ankounac'haan ket da reolennoù.


Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier-lêr nevez, hag an daou en em vir a-unan.


Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh hag ar rog a vefe brasoc’h.


C’hoarvezout a reas ma tremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù.


Setu amañ hor seier-lêr-gwin, hon doa leuniet nevez holl, diframmet int. Ha setu hon dilhad hag hor botoù, a zo aet da fall dre ur veaj ken hir.


a yeas dre widre. En em lakaat a rejont en hent, gant bevañs evit ur veaj; kemer a rejont seier kozh evit o ezen ha seier-lêr-gwin kozh, diframmet ha takonet,