Jozue 9:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 a yeas dre widre. En em lakaat a rejont en hent, gant bevañs evit ur veaj; kemer a rejont seier kozh evit o ezen ha seier-lêr-gwin kozh, diframmet ha takonet,
Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier-lêr nevez, hag an daou en em vir a-unan.
Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez.
Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.
Setu amañ hor bara. Kemeret hon eus anezhañ tomm-mat eus hon tiez evit hor pourvezioù en deiz ma hon doa aet er-maez evit dont betek ennoc'h, ha bremañ ez eo sec'h ha louet.