Sant Marc 15:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Jezuz ne respontas netra ken, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus na respontaz mui netra, en hevelep doare ma oa Pilat estonet braz. |
Gwallgaset eo bet, dismegañset eo bet, n'en deus ket digoret e c'henoù, kaset eo bet d'al lazherezh evel un oan, evel un dañvadez o chom mut dirak he zouzerien, n'en deus ket digoret e c'henoù.
Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.
Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijañ da skouerioù. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan.
Ha ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet meurbet.
Pilat a reas c’hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ha ne respontez netra? Gwel pegement a draoù a damallont dit.
Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec’h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.
Rak me a soñj din en deus Doue hon diskouezet, ni an ebestel, evel ar re ziwezhañ eus an dud, evel kondaonet d’ar marv, ouzh hol lakaat da wel d’ar bed, d’an aeled ha d’an dud.