Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz eus ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
Sant Marc 15:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned e teuas Jozef a Arimatea, ur c’huzulier enoret a c’hortoze ivez rouantelezh Doue. Mont a reas gant hardizhegezh da gavout Pilat da c’houlenn digantañ korf Jezuz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Josef a Arimathe, eur senatour henoret braz, pehini ive a c’hortoze rouantelez Doue, a ieaz heb aoun da gavout Pilat, hag a c’houlennaz diganthan corf Jesus. |
Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz eus ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz.
Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.
Pilat a voe souezhet e oa marv dija, hag o vezañ galvet ar c’hantener, e c’houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa.
Setu, e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon. An den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
O vezañ deuet d’an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c’hortoze an daspren e Jeruzalem.
n’en doa ket roet e ali d’o diviz na d’o oberoù. Dont a rae eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, hag e c’hortoze ivez rouantelezh Doue.
Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c’houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d’e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.
Met ar Yuzevien a atizas ar gwragez devot a renk uhel hag ar pennoù eus kêr. Sevel a rejont un heskinadeg a-enep Paol ha Barnabaz hag o c’hasjont kuit eus o bro.
Kalz anezho eta a gredas, kenkoulz hag un niver bras a-walc’h a wragez C’hresian a renk uhel hag a wazed.
hag an darn vrasañ eus ar vreudeur en Aotrou, o kemer kalon em ereoù, a gred disklêriañ ar ger gant muioc’h a hardizhegezh hag hep aon.