Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 15:43 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

43 Josef a Arimathe, eur senatour henoret braz, pehini ive a c’hortoze rouantelez Doue, a ieaz heb aoun da gavout Pilat, hag a c’houlennaz diganthan corf Jesus.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 e teuas Jozef a Arimatea, ur c’huzulier enoret a c’hortoze ivez rouantelezh Doue. Mont a reas gant hardizhegezh da gavout Pilat da c’houlenn digantañ korf Jezuz.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 15:43
16 Referencias Cruzadas  

Mes kalz euz ar re genta a vezo ar re ziveza; hag ar re ziveza a vezo ar re genta.


Evel‐se ar re ziveza a vezo ar re genta, hag ar re genta ar re ziveza; rag kalz a zo galvet, mes neubeud a zo choazet.


Ha diouz an abardaez, e teuaz eun den pinvidic euz a Arimathe, hanvet Josef, pehini a oa bet ive diskibl da Jesus; he‐man a ieaz da gavout Pilat hag a c’houlennaz corf Jesus;


Per a heuliaz anezhan a‐ziabell bete porz ar beleg braz. Hag e oa eno azezet assambles gant an domestiket, hag o tomma e‐kichen an tan.


Pilat a oe souezet o klevet e oa maro dija; hag o veza galvet ar c’hantener, e c’houlennaz ha pell a oa abaoe ma oa maro.


Bez’e oa en Jerusalem unan hanvet Simeon, eun den just hag a zoujans Doue; he‐man a c’hortoze consolation Israel, hag ar Spered‐Santel a oa varnezhan.


Hou‐man, o veza en em gavet eno en heur‐ze, a veule ive an Aotrou, hag a gomze divarben Jesus d’an holl dud euz a Jerusalem, pere a oa o c’hortoz delivrans Israel.


Hogen eun den, hanvet Josef, hag a oa eur senatour, eun den mad ha just;


pehini n’hen doa ket consantet d’ho c’huzul na d’ho oberou, hag a oa euz a Arimathe, eur gear euz ar Jude, hag a oa o c’hortoz ive rouantelez Doue,


Goude‐ze, Josef a Arimathe, pehini a oa eun diskibl da Jesus, mes en kuz, gant aoun rag ar Judevien, a bedaz Pilat d’hen lezel da lemmel ac’hane corf Jesus; ha Pilat a bermetaz dezhan. Dond a eure eta, hag e kemeraz corf Jesus.


Mes ar Judevien a lakeaz drouk en eun toullad merc’hed devot, tud a galite, hag er re genta euz a gear, hag e savjont eur bersecution a‐enep Paol ha Barnabas, hag e kasjont anezhe er meaz euz ho bro.


Dre‐ze meur a hini anezhe a gredaz, kerkoulz ha gragez a galite euz ar Greked, hag eun niver mad a oazed.


ha penaos an darn vraz euz ar breudeur en Aotrou, o veza bet rentet calounec dre va liammou, a gred prezeg ar gomz hardizoc’h, hag heb aoun.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos