Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
Sant Marc 15:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont an holl strollad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze ar zoudarded a zigassaz anezhan en diabarz ar palez, da lavaret eo, er pretouer, hag e tastumjont eno an holl vanden zoudarded; |
Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
Gwiskañ a rejont anezhañ gant limestra hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o doa gweet.
Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi. Ar mintin e oa, n’ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d’en em saotrañ, evit ma c’helljent debriñ ar Pask.
Neuze Pilat a zistroas d’ar pretordi, a c’halvas Jezuz hag a lavaras dezhañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien?
Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn. E wiskañ a rejont gant ur vantell limestra
Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec’h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.