Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 15:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Neuze ar zoudarded a zigassaz anezhan en diabarz ar palez, da lavaret eo, er pretouer, hag e tastumjont eno an holl vanden zoudarded;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont an holl strollad.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 15:16
8 Referencias Cruzadas  

Neuze prinsed ar veleien, ar Scribed ha re Ancien ar bobl en em assamblaz e pales ar beleg‐braz, galvet Caiphas,


hag e lakejont dezhan eur vantel ruz‐pourpr, hag o veza great eur gurunen spern, e lekejont anezhi var he ben.


Neuze e kasjont Jesus euz a di Gaïphas d’ar pretouar; an dra‐man a oa deuz ar beure, ha na antrejont ket er pretouar, gant aoun d’en em souilla hag evit gallout debri ar Pask.


Neuze Pilat a antreaz adare er pretouar, hag o veza lakeat gervel Jesus, e lavaraz dezhan: Ha te eo roue ar Judevien?


Hag ar zoudarded o veza great eur gurunen spern, a lakeaz anezhi var he ben, hag e lekejont en‐dro dezhan eur vantel bourpr.


Mond a reaz eta adare er pretouar, hag e lavaraz da Jesus: A be leac’h oud‐de? Mes Jesus na roaz respont e‐bed dezhan.


En Cezare e oa eun den hanvet Corneil, eur c’hantener en eur gohort galvet Italianes.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos