Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Sant Marc 14:67 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O welout Pêr o tommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te a oa ivez gant Jezuz a Nazared. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag, o velet Per o tomma, e sellaz outhan, hag e lavaraz: Te a oa ive gant Jesus a Nazaret. |
Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.
O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared, en em lakaas da grial, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!
Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.
Ar servijerien hag ar serjanted a oa eno, o vezañ graet tan abalamour ma oa yen, a domme. Pêr a oa ganto hag a domme.
Pilat a reas ivez ur skrid hag en lakaas war ar groaz. Ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.