Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.
Sant Marc 14:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi, perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c’heñver. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus a lavaraz: Lesthi; perag e rit‐hu nec’hamant dezhi? Eun oeuvr vad he deuz great em c’henver. |
Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.
Met Jezuz, o c’houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d’ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c’heñver.
Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c’hant diner hag o reiñ d’ar beorien. Hag e krozmolent en hec’h enep.
Rak c’hwi ho po atav peorien ganeoc’h ha bep gwech ma c’hoantaot e c’hellot ober vat dezho, met n’ho po ket atav ac’hanon.
Bez’ e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz. Ober a rae kalz a oberoù mat hag a aluzenoù.
Rak n’eo ket an hini en em veul e-unan a vez aprouet, met an hini a zo meulet gant an Aotrou.
Ha Doue a zo galloudek evit ho leuniañ a bep seurt grasoù, evit, pa ho po e pep amzer hag e pep tra kement a zo ret, ma kreskot en holl oberoù mat,
Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.
en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,
he defe an testeni eus hec’h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc’het o zreid d’ar sent, sikouret ar re c’hlac’haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat.
Mar en em vir eta unan bennak glan eus an traoù-se, e vo ul lestr a enor, santelaet, talvoudus d’e vestr, ha kempennet evit pep ober mat.
a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.
ro da-unan en holl draoù skouer an oberoù mat, er gelennadurezh, er burentez, er siriusted, en onestiz,
Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.
a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.