Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 14:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Mes Jesus a lavaraz: Lesthi; perag e rit‐hu nec’hamant dezhi? Eun oeuvr vad he deuz great em c’henver.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi, perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c’heñver.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 14:6
23 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus, o c’houzoud an dra‐ze, a lavaraz dezhe: Perag e rit‐hu poan d’ar vaouez‐ze? rag eun dra vad he deuz great em c’henver.


Rag gallet e vije gwerza anezhan ouz‐pen tri c’hant diner, hag ho rei d’ar beorien. Hag e vurmurent a‐enep d’ar vaouez‐ze.


Rag peorien ho pezo atao en ho touez; hag ec’h hellit ober vad dezhe pa garfot; mes n’ho pezo ket ac’hanoun‐me atao.


En Joppe e oa eur vaouez diskibl, hanvet Tabitha, da lavaret eo, en grek, Dorcas, (heiezic). Hou‐man a rea kalz a œuvrou mad hag a aluzennou.


Rag n’e ket an hini en em recommand he‐unan a vez kavet mad, mes an hini a vez recommandet gant Doue.


Ha Doue a zo galloudec evit ho peur‐leunia a bep seurt grasou, evit m’ho pezo bepred kement a zo necesser, ha ma viot leun a bep seurt œuvrou mad, hervez ma’z eo scrivet:


Rag he labour omp, o veza bet crouet en Jesus‐Christ evit an oberoumad, pere a zo bet preparet gant Doue a‐ziaraog, evit ma kerzimp enhe.


en hevelep doare ma valeot en eun doare dign euz an Aotrou, evit plijoud dezhan en pep tra, en eur dougen frouez dre bep seurt œuvrou mad, hag o creski en anaoudegez a Zoue;


da gonsoli ho calonou, ha d’ho krenvaad en pep deskadurez santel hag en pep œuvr vad.


ha nemed beza he defe an desteni euz he œuvrou mad, an desteni da veza savet he bugale, da veza digemeret an estranjourien, gwalc’het ho zreid d’ar Zent, sicouret an dud afflijet, ha da veza lakeat he foan en peb seurt œuvrou mad.


ma raint vad, ma vezint pinvidic en oberou mad, prest da rei, da zioueret lod euz ho danvez;


Mar deu unan‐benag eta d’en em zerc’hel pur euz an traou‐ze, e vezo eur vessel a henor, santifiet, talvoudec evit usach ar mestr, ha preparet evit peb œuvr vad.


evit ma vezo an den a Zoue rentet parfet, ha mad evit peb mad‐ober.


pehini a zo en em roet he‐unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he‐unan eur bobl choazet, douget evit an œuvrou mad.


o rei da‐unan en pep tra ar skouer euz an œuvrou mad, dre ar burete euz da zoctrin, ha dre ar furnez euz da gomportamant, gant eur gomz iac’h,


Ha ra zesko ive hon re‐ni d’en em rei d’an oberou mad, pa c’hoarvez dienez, evit na choumint ket hep frouez.


Ar gomz‐man a zo gwir, hag e fell d’in e teufez da assuri stard an traou‐man, evit ma teui ar re ho deuz credet en Doue da lakaad evez, ha d’en em rei d’an oberou mad; setu aze an traou a zo mad ha talvoudec d’an dud.


Ha sellomp gant evez an eil ouz egile, evit en em dougen d’ar garantez ha d’an œuvrou mad.


da renta ac’hanoc’h parfet en peb œuvr vad, ma reot he volontez, oc’h ober he‐unan enoc’h ar pez a zo agreabl dirazhan, dre Jesus‐Christ, da behini ar gloar da viken! Amen.


o kaoud eur gomportamant vad e‐touez ar Jentiled, evit ma teuint da c’hlorifia Doue, deiz ar vizitation, o velet hoc’h oberou‐mad, e‐leac’h drougkomz divar ho pen, evel pa vec’h torfetourien.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos