Te a selle betek ma tistagas ur maen, hep sikour dorn ebet, hag a skoas gant an delwenn war he zreid en houarn hag e pri, hag o bruzunas.
Sant Marc 14:58 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ graet gant an dorn, hag a-benn tri devezh ec’h adsavin unan all ha ne vo ket graet gant an dorn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen klevet hon euz o lavaret: Me a ziskaro an templ‐man, pehini a zo bet great gant daouarn an dud, hag en tri devez e savin eun all ha na vezo ket great gant daouarn tud. |
Te a selle betek ma tistagas ur maen, hep sikour dorn ebet, hag a skoas gant an delwenn war he zreid en houarn hag e pri, hag o bruzunas.
evel ma ec'h eus gwelet gant ar maen a zistagas eus ar menez hep sikour dorn ebet, hag en deus bruzunet an houarn, an arem, an arc'hant hag an aour. An Doue bras en deus roet da anavezout d'ar roue ar pezh a c'hoarvezo amañ war-lerc'h. An huñvre a zo gwirion, hag e zisklêriadenn a zo diarvar.
Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn hag o lavarout: He! Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh,
Jezuz a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ hag e savin anezhañ a-nevez a-benn tri devezh.
Met an Uhel-Meurbet ne chom ket en temploù graet gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profed:
Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec’h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n’eo ket graet gant dorn an den.
Met Krist a zo deuet evel beleg-meur eus ar madoù da zont, o vezañ tremenet dre un tabernakl brasoc’h ha parfetoc’h n’eo ket bet graet gant dorn an den, da lavarout eo n’eo ket eus ar grouidigezh-mañ,
Rak Krist n’eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,