Sant Marc 14:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c’hant diner hag o reiñ d’ar beorien. Hag e krozmolent en hec’h enep. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag gallet e vije gwerza anezhan ouz‐pen tri c’hant diner, hag ho rei d’ar beorien. Hag e vurmurent a‐enep d’ar vaouez‐ze. |
Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner. O kregiñ ennañ, e waskas e c’houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din.
En o zouez, hiniennoù a savas droug enno hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c’hwezh-vat-se?
Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi, perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c’heñver.
Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto.
Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc’h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d’ar beorien.
Filip a respontas dezhañ: Daou c’hant diner a vara ne vefe ket a-walc’h evit reiñ un tammig da bep hini.
Na c’hrozmolit ket evel ma c’hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer.
An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc’h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m’en devo peadra da reiñ d’an hini a zo en ezhomm.
Grozmolet hoc'h eus en ho teltennoù o lavarout: Dre ma kasae an AOTROU ac'hanomp eo en deus hol lakaet da vont kuit eus bro Ejipt, evit hol lezel etre daouarn an Amoreaned d'hon distrujañ.
Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.