Un tabut bras hag ur breud o vezañ eta savet etre Paol ha Barnabaz hag ar re-mañ, e voe divizet e pignje Paol ha Barnabaz hag hiniennoù eus o zouez da Jeruzalem da gavout an ebestel hag an henaourien diwar-benn kement-se.
Evel ma oa ur breud bras, Pêr a savas hag a lavaras dezho: Tud breudeur, anavezout a rit penaos pell amzer’ zo en deus Doue va dibabet en hon touez, evit ma klevje ar baganed dre va genoù ger an Aviel ha ma kredjent.
En deizioù-se, evel ma kreske niver an diskibien, e savas ur grozmol eus ar C’hresianegerien a-enep an Hebreed, abalamour ma oa o intañvezed lezet a-gostez er servij pemdeziek.
Alian a ran ac’hanoc’h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc’h eus desket, ha da bellaat diouto.
Rak aon am eus, pa’z in d’ho kavout, na gavin ket ac’hanoc’h evel ma fell din, ha na gavot ket ac’hanon evel ma fell deoc’h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,
Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.