Faraon a lavaras dezhañ: Petra a vank dit em c'hichen, ma c'houlennez evel-se mont da'z pro? Hag eñ a lavaras: Netra, met va lez da vont kuit.
Sant Marc 14:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met eñ a lavare kreñvoc’h c’hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac’hin ket ac’hanout. Hag ar re all holl a lavaras an hevelep tra. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen a lavare c’hoas krenvoc’h: Ha pa ve red d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag holl e lavarent ar memeus tra. |
Faraon a lavaras dezhañ: Petra a vank dit em c'hichen, ma c'houlennez evel-se mont da'z pro? Hag eñ a lavaras: Netra, met va lez da vont kuit.
Hazael a lavaras: Met piv eo da servijer, ha n'eo nemet ur c'hi, evit ober traoù ken bras? Elizea a respontas: An AOTROU en deus diskouezet din e vi roue eus Siria.
Rak n'eus nemet ur pennadig en e gounnar, met ur vuhez 'zo en e vadelezh. An daeroù a zeu d'abardaez, met gant ar mintin kanoù a drec'h.
An holl bobl a-unvan a respontas hag a lavaras: Kement en deus lavaret an AOTROU a raimp. Moizez a zezrevellas komzoù ar bobl d'an AOTROU .
An hini en deus kalz a vignoned en deus trubuilh, met bez' ez eus ur c'heneil muioc'h eget ur breur.
AOTROU, gouzout a ran n'eo ket dioutañ hent an den, ha n'eo ket e galloud an hini a gerzh da ren e gammedoù.
met piv bennak a zinac’ho ac’hanon dirak an dud, e tinac’hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù.
Int a lavaras dezhañ: Ni a c’hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec’h evot an hanaf am eus da evañ hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti,
Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog div wech, te az po va dinac’het teir gwech.
Neuze ez ejont en ul lec’h galvet Getsemane, hag e lavaras d’e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin.
Met int a gendalc’he, o c’houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c’hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c’hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout.