Sant Marc 14:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog div wech, te az po va dinac’het teir gwech. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus a lavaraz dezhan: En gwirionez e lavaran d’id, penaos hirio, en nozman zo‐ken, araog m’hen devezo canet ar c’hilloc diou wech, te az pezo va nac’het teir gwech. |
Doue a c'halvas ar sklêrijenn deiz, hag an deñvalijenn noz. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an deiz kentañ.
Doue a c'halvas an astennidigezh neñvoù. Hag un abardaez, hag ur beure, a voe an eil deiz.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech.
Beilhit eta, rak n’ouzoc’h ket pegoulz e teuio mestr an ti, d’an abardaez, da hanternoz, da gan ar c’hilhog pe diouzh ar beure,
Met eñ a lavare kreñvoc’h c’hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac’hin ket ac’hanout. Hag ar re all holl a lavaras an hevelep tra.
Hag e lavaras: Pêr, me en lavar dit, ar c’hilhog ne gano ket hiziv na’z po nac’het teir gwech anavezout ac’hanon.
Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon? E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c’hilhog na’z po va dinac’het teir gwech.
Neuze ar vatezh, ar borzhierez, a lavaras da Bêr: Ha n’out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N’on ket.