Moizez a gemeras eta ar gwad hag a sparfas anezhañ war ar bobl, en ur lavarout: Setu gwad an emglev en deus graet an AOTROU evidoc'h hervez e holl gomzoù.
Sant Marc 14:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavaraz dezhe: He‐man eo va goad, ar goad euz an allians nevez, pehini a zo skuliet evit kalz. |
Moizez a gemeras eta ar gwad hag a sparfas anezhañ war ar bobl, en ur lavarout: Setu gwad an emglev en deus graet an AOTROU evidoc'h hervez e holl gomzoù.
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma tiazezin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda,
Hag evidout, dre nerzh gwad da emglev, e tennin da brizonidi eus ar foz e-lec'h n'eus ket a zour.
Rak Mab an den n’eo ket deuet da vezañ servijet, met da servijañ hag da reiñ e vuhez evel daspren evit kalz.
Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho hag ec’h evjont holl dioutañ.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, n’evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz ma’c’h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue.
En hevelep doare, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf hag en roas dezho o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad skuilhet evidoc’h.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n’evit ket e wad, n’hoc’h eus ket ar vuhez ennoc’h hoc’h-unan.
An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?
Evel-se ivez, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon bep gwech ma’c’h evot dioutañ.