Sant Marc 14:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes lavaret a reant: Arabad eo e vez e‐pad ar gouel gant aoun ne deufe trouz da zevel e‐touez ar bobl. |
Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d’e lakaat d’ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh.
Ha mar lavaromp: Eus an dud... Aon o doa rak ar bobl, rak an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed.
Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude. Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ ennañ dre droidell ha d’e lakaat d’ar marv.
E-pad ma oa e Betania, ouzh taol, e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d’e gavout gant ul lestr alabastr leun a c’hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c’hwezh-vat war e benn.
Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed.
Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c’hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc’h.
Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed.