Evel ma’z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Sant Marc 14:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E pe lec’h bennak ma’z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec’h emañ al lec’h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e pe leac’h‐benag ma c’hantreo, livirit da vestr an ti: Ar mestr a lavar: Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien? |
Evel ma’z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Mar lavar unan bennak deoc’h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Ha raktal en kaso amañ.
Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr hag e kavot un den o tougen ur podad dour, it war e lerc’h.
Hag e tiskouezo deoc’h ur gambr uhel, urzhiet ha fichet mat, kempennit anezhañ eno deomp.
hag e lavarot da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec’h emañ al lec’h e tebrin ar Pask ennañ gant va diskibien?
P’he doe lavaret kement-se, ez eas hag e c’halvas Mari he c’hoar e-kuzh hag e lavaras: Ar Mestr a zo amañ hag a c’halv ac’hanout.
Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.