Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Marc 14:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Hag e pe leac’h‐benag ma c’hantreo, livirit da vestr an ti: Ar mestr a lavar: Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 E pe lec’h bennak ma’z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec’h emañ al lec’h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien?

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 14:14
8 Referencias Cruzadas  

Ha pa oa o vond er meaz evit en em lakaad en hent, eun den a ziredaz, hag a zaoulinaz dirazhan, en eur c’houlen diganthan: Mestr mad, petra a dlean‐me da ober evit herita ar vuez eternel?


Ha mar lavar unan‐benag deoc’h: Perag e rit‐hu an dra‐ze? livirit penaos an Aotrou hen deuz ezom anezhan, ha kerkent e tigasso anezhan aman.


Neuze e kassaz daou euz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe: It en kear, hag e kavfot var hoc’h hent eun den o tougen eur podad dour; it var he lerc’h.


Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, lakeat en urz ha prest; preparit eno ar Pask evidomp.


ha livirit da berc’hen an ti: Ar mestr a lavar d’id: Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien?


Goude ma he doe lavaret kement‐se, ez eaz kuit hag e c’halvaz e‐kuz Mari, he c’hoar, hag e lavaraz dezhi: Ar mestr a zo aman, hag e c’halv ac’hanoud.


Va gervel a rit Mestr hag Aotrou, ha mad a livirit; rag beza ez oun.


Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos