Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Ra ne douello ket ac'hanoc'h ar brofeded a zo en ho touez hag an divinourien, ha na selaouit ket an huñvreoù a huñvreit.
Sant Marc 13:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout dezho: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus, o respont, a gommansaz lavaret: Diwallit na zeufe den d’ho trompla. |
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Ra ne douello ket ac'hanoc'h ar brofeded a zo en ho touez hag an divinourien, ha na selaouit ket an huñvreoù a huñvreit.
Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an holl draoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest d’en em gavout?
Eñ a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N’it ket eta war o lerc’h.
Ra ne dromplo den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak abalamour d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.
Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.
Ra ne dromplo den ac’hanoc’h e doare ebet. Rak ret eo e c’hoarvez an dirollerezh da gentañ hag en em ziskouez den ar pec’hed, mab ar gollidigezh,
Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.