Stered an neñvoù hag o steredegoù ne roint ken o lugern, an heol a vo teñvalaet adalek ma vo savet, al loar ne roio ken e sklêrijenn.
Sant Marc 13:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deizioù-se, goude ar glac’har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En deiziou‐ze goude an dribulation‐ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen; |
Stered an neñvoù hag o steredegoù ne roint ken o lugern, an heol a vo teñvalaet adalek ma vo savet, al loar ne roio ken e sklêrijenn.
En abeg da-se e vo e kañv an douar, hag e vo du an neñvoù d'an nec'h, rak em eus lavaret, em eus graet va mennozh, ne'm eus ket keuz, ha ne zislavarin ket.
Pa steuzin ac'hanout, e c'holoin an neñvoù hag e teñvalain o stered, goleiñ a rin an heol a goumoul hag al loar ne roio ken e sklêrijenn.
En amzer-se e savo Mikael ar penn bras, a zalc'h start evit mibien da bobl. Hag e vo un amzer a c'hlac'har, evel n'eus ket bet abaoe ma ez eus broadoù betek ar mare-se. En amzer-se, e tec'ho piv bennak eus da bobl a vo kavet skrivet el levr.
Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.
An douar a greno dirazo, an neñvoù a vo brañsellet, an heol hag al loar a deñvalaio, hag ar stered a serro o lugern.
Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.
o c’hortoz hag o hastañ donedigezh deiz Doue, ma vo teuzet an neñv entanet ha ma en em fonto an elfennoù devet?
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.