Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioù uhel ur goadeg.
Sant Marc 13:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan: Gwelet a rez‐te an edifisou kaer‐ze; na vezo lezet mean var vean hep na vezo diskaret. |
Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioù uhel ur goadeg.
Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.
Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.
Met Jezuz a lavaras dezho: Ha ne welit ket an holl draoù-se? Me en lavar deoc’h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret.
Gwelout a rit an traoù-se, deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
rak e glevet hon eus o lavarout penaos Jezuz, an Nazaredad-se, a zistrujo al lec’h-mañ hag a gemmo ar boazioù en deus Moizez roet deomp.
Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d’ar broadoù. Int a vac’ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.