An enebour en deus astennet e zorn war hec'h holl draoù plijus. Gwelet he deus ar broadoù o tont en he santual; ar re az poa urzhiet diwar o fenn: Ned aint ket da'z podadenn.
Sant Marc 13:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa welot an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h ne dle ket bezañ, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, pa velot an abomination euz an dezolation, euz a behini hen deuz komzet ar profet Daniel, o ren el leac’h na dle ket beza (ra lako evez mad an hini hen lenn); neuze ar re a vezo er Jude, ra dec’hint var ar meneziou; |
An enebour en deus astennet e zorn war hec'h holl draoù plijus. Gwelet he deus ar broadoù o tont en he santual; ar re az poa urzhiet diwar o fenn: Ned aint ket da'z podadenn.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Mab diavaeziek ebet, diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, ned aio em santual, hini ebet eus mibien an diavaezidi a zo e-touez mibien Israel.
Nerzhioù deuet eus e berzh a saotro ar santual, ar c'hreñvlec'h, a raio paouez an aberzh hollbad, hag a lakaio da zont eno euzhusted ar glac'har.
Adalek an amzer ma paouezo an aberzh hollbad ha ma vo deuet euzhusted ar glac'har, e vo mil daou c'hant dek deiz ha pevar-ugent.
Hag e klevis ur sant o komz, hag ur sant all a lavaras d'an hini a gomze: Betek pegeit e pado ar weledigezh diwar an aberzh hollbad hag an disentidigezh glac'harus, a laka ar santual hag an arme da vezañ mac'het?
Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac'haret.
Jezuz a lavaras dezho: Ha komprenet mat hoc’h eus an holl draoù-se? Ya Aotrou, a respontjont.
Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.
Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost.
Amañ emañ ar furnez. An hini en deus skiant, ra gonto niver al loen, rak un niver a zen eo. E niver a zo c’hwec’h kant c’hwec’h ha tri-ugent.