Hag e c'halvin a-enep dezhañ ar c'hleze war va holl menezioù, eme an Aotrou AOTROU. Kleze pep hini a droio a-enep e vreur.
Sant Marc 13:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar breur a roio e vreur d’ar marv, hag an tad e vugel. Ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d’ar marv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, neuze ar breur a livro he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel; hag ar vugale a zavo a‐enep ho zad hag ho mam, hag ho lakaint da vervel. |
Hag e c'halvin a-enep dezhañ ar c'hleze war va holl menezioù, eme an Aotrou AOTROU. Kleze pep hini a droio a-enep e vreur.
Ar breur a roio e vreur d’ar marv, hag an tad e vugel, ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d’ar marv.
Pa gasint ac’hanoc’h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout ha na rakprederit ket anezhañ, met lavarit ar pezh a vo roet deoc’h war an eur-se, rak ne vo ket c’hwi a gomzo met ar Spered-Santel.
Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.
Droukroet e viot gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesañ ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac’hanoc’h d’ar marv.