Sant Marc 11:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e respontjont da Jezuz: N’ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e respontjont da Jesus: Na ouzomp ket. Ha Jesus a respontaz dezhe: Ha me, na lavarin ket deoc’h ken neubeud dre be otorite e ran an traou‐man. |
An ejen a anavez e berc'henn, hag an azen kraou e vestr, met Israel n'en deus anaoudegezh ebet, va fobl n'he deus skiant ebet.
An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.
Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.
Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.
Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
Neuze e respontjont da Jezuz: N’ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d’e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
Ha mar lavaromp: Eus an dud... Aon o doa rak ar bobl, rak an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed.
En em lakaas da gomz outo dre barabolennoù. Un den a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.
Respont a reas dezho: Henn lavaret em eus dija deoc’h ha n’hoc’h eus ket selaouet. Perak e fell deoc’h henn klevout a-nevez? C’hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?
Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.