La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 11:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Setu perak e lavaran deoc’h: Kement a c’houlennot en ur bediñ, kredit e resevot anezhañ ha kement-se a vo roet deoc’h.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Rag‐se me a lavar deoc’h; Kement a c’houlennot en eur bedi, credit penaos e recevot anezhan; hag e vezo roet deoc’h.

Ver Capítulo



Sant Marc 11:24
14 Referencias Cruzadas  

Me a lavar c’hoazh deoc’h penaos mar en em laka daou ac’hanoc’h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù.


Kement a c’houlennot dre ar bedenn, mar kredit, a vo roet deoc’h.


Ha pa deuot da bediñ, mar hoc’h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc’h ho tisentidigezh.


Kement a c’houlennot em anv, me a raio anezhañ evit ma vo roet gloar d’an Tad er Mab.


Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc’h, e c’houlennot ar pezh a fello deoc’h ha kement-se a vo roet deoc’h.


Dre-se an hini a gomz e yezh ra bedo evit gallout jubenniñ.


Petra bennak a c’houlennomp, en resevomp digantañ, abalamour ma viromp e c’hourc’hemennoù ha ma reomp ar pezh a blij dezhañ.