Mar em eus lakaet en aour va esperañs, mar em eus lavaret d'an aour glan: Va fiziañs ez out,
Sant Marc 10:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d’e ziskibien: Pegen diaes e vo d’ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus, o sellet en dro dezhan, a lavaraz d’he ziskibien: Pegen dies eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue! |
Mar em eus lakaet en aour va esperañs, mar em eus lavaret d'an aour glan: Va fiziañs ez out,
hag a lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.
Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.
Jezuz, o welout e oa deuet gwall drist, a lavaras: Pegen diaes e vo d’ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.
Eveshait, breudeur, penaos en ho touez c’hwi hag a zo bet galvet, n’eus ket kalz a dud fur hervez ar c’hig, na kalz a dud galloudek, na kalz a dud nobl.
Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?
Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.
hag evel-se e vo roet deoc’h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.