Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.
Sant Marc 10:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma’z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oa o vond er meaz evit en em lakaad en hent, eun den a ziredaz, hag a zaoulinaz dirazhan, en eur c’houlen diganthan: Mestr mad, petra a dlean‐me da ober evit herita ar vuez eternel? |
Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.
O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d’an daoulin dirazañ, o lavarout:
Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.
Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-se d’e ziskibien.
Un den lovr a zeuas d’e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c’hellez va glanaat.
O vezañ eta deuet d’e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n’eo ket?
Jezuz o welout ar bobl o redek a vandenn, a c’hourdrouzas ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c’hourc’hemenn dit, kae kuit anezhañ ha na da ken ennañ.
Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c’hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.
Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac’hanon.
Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.
Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d’ober evit bezañ salvet?
O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c’halon, hag e lavarjont da Bêr ha d’an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp?
Bremañ, breudeur, ho fiziout a ran e Doue hag e ger e c’hras, eñ hag a c’hell sevel ha reiñ deoc’h an hêrezh gant ar re holl a zo santelaet.
En ur grenañ ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Sav ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac’h eus d’ober.
ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,
Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.
ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot pehini eo an esperañs oc’h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,
evit, o vezañ reishaet dre e c’hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.
Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?