Sant Marc 1:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras dezho: Deomp d’ar bourc’hioù tro-war-dro, evit ma prezegin ivez eno, rak evit-se eo ez on deuet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a lavaraz dezhe: Deomp d’ar villajennou a zo tro‐var‐dro, evit ma prezegin ive eno; rag evit se eo ez oun deuet. |
Eñ a lavaras dezho: Perak em c’hlaskec’h? Ha n’ouiec’h ket eo ret din en em reiñ d’ar pezh a sell ouzh va Zad?
Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg Aviel rouantelezh Doue d’ar c’hêrioù all, rak evit-se eo ez on bet kaset.
Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad.
rak roet em eus dezho ar gerioù ac’h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac’hanout, ha kredet o deus ec’h eus va c’haset.
E-pad ma’z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c’haset. An noz a zeu, ha den ne c’hell labourat enni.