Sant Marc 1:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze, o tostaad, e roaz he zorn dezhi hag e savaz anezhi; ha kerkent, an derzien he c’huitaaz, hag e servichaz anezhe. |
Bez’ e oa ivez meur a wreg a selle a-bell, ar re o doa heuliet Jezuz adalek Galilea ouzh e servijañ.
Mamm-gaer Simon a oa war he gwele klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn.
Diouzh an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv hag ar re a oa dalc’het gant diaouled.
ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem.
O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac’h yaouank, me a lavar dit, sav.
Eñ, o reiñ dezhi e zorn, he savas. O vezañ galvet ar sent hag an intañvezed, e tiskouezas anezhi bev dezho.