Sant Marc 1:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Souezhet e oant gant e gelennadurezh, rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ ha nann evel ar skribed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e oant souezet gant he gelennadurez; rag ho diski a rea evel unan hag o oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed. |
O vezañ deuet en e vro, e kelennas anezho en o sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A-belec’h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?
rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.
Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.