Elizea a lezas e ejened hag a redas war-lerc'h Elia o lavarout: Va lez da bokat da'm zad ha da'm mamm mar plij, hag ez in war da lerc'h. Hag e lavaras: Kae ha deus en-dro, rak petra am eus graet dit?
Sant Lucas 9:59 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas da unan all: Heuilh ac’hanon! Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac’hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a reaz da unan all: Heuil ac’hanoun. Mes he‐man a respontaz: Aotrou, lez ac’hanoun da vond da genta da enterri va zad. |
Elizea a lezas e ejened hag a redas war-lerc'h Elia o lavarout: Va lez da bokat da'm zad ha da'm mamm mar plij, hag ez in war da lerc'h. Hag e lavaras: Kae ha deus en-dro, rak petra am eus graet dit?
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù o lavarout: Ar bobl-mañ a lavar: N'eo ket deuet an amzer, an amzer da adsevel ti an AOTROU.
Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.
Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.
Pa’z eas Jezuz ac’hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.