Sant Lucas 9:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E-pad ma pede, e zremm a droas a zoare hag e zilhad a zeuas gwenn ha skedus. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e‐pad ma oa o pedi, he vizach a chenchaz, hag he zillad a zeuaz da veza gwenn ha lugernus evel eul luc’heden. |
Kresket en deus dirazañ evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec'h. N'en deus na neuz na kaerder da zedennañ ar sell, na doare da zegas c'hoant.
Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zremm a lugernas evel an heol hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù.
Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent o vont war ar maez.
Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet. Hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras
Evel ma pede e-unan ha ma oa an diskibien gantañ, en em lakaas da c’houlennata anezho o lavarout: Piv a lavar an dud ez on?
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Evel m’o doa ar re holl a oa azezet er sanedrin o daoulagad dalc’het warnañ, e zremm en em ziskouezas dezho heñvel ouzh hini un ael.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.