Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.
Sant Lucas 9:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet rouantelezh Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen e gwirionez hen lavaran deoc’h: Beza ez euz hinienou euz ar re a zo aman prezant, ha na varvint ket, araog m’ho devezo gwelet rouantelez Doue. |
Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, n’evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz ma’c’h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue.
Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud.
Disklêriet e oa bet dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel na varvje ket a-raok m’en dije gwelet Krist an Aotrou.
rak, me a lavar deoc’h, n’evin mui eus frouezh ar winienn ken na vo deuet rouantelezh Doue.
Bez’ ez eus meur a chomlec’h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc’h. Mont a ran da gempenn ul lec’h deoc’h.
Koulskoude e lavaran deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d’ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc’h.
Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.
Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.