Reiñ a rin dit alc’houezioù rouantelezh an neñvoù, ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù.
Sant Lucas 9:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, e roas dezho nerzh ha galloud war an holl ziaouled ha da yac’haat ar c’hleñvedoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) O veza galvet assambles he zaouzec diskibl, Jesus a roaz dezhe galloud hag otorite var an holl drouk‐sperejou, hag ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou. |
Reiñ a rin dit alc’houezioù rouantelezh an neñvoù, ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù.
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! Hag ez a; d’egile: Deus! Hag e teu; ha da’m mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
Goude-se, an Aotrou a zilennas c’hoazh dek ha tri-ugent all hag o c’hasas daou ha daou a-raok dezhañ en holl gêrioù hag en holl lec’hioù ma tlee mont e-unan.
Setu, em eus roet deoc’h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c’hruged ha war holl nerzhoù an enebour, ha netra ne c’hello noazout ouzhoc’h.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc’h eget ar re-mañ, abalamour ma’z an da gavout va Zad.
Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
Dre ar feiz en e anv eo, en deus e anv startaet an den-mañ a welit hag a anavezit, hag ar feiz ennañ eo, he deus roet d’an den-mañ ar yec’hed peurvat-se dirazoc’h holl.
oc’h astenn da zorn da yac’haat, evit ma vo graet mirakloù ha burzhudoù dre anv da servijer santel Jezuz.
Pêr a lavaras dezhañ: Ene, Jezuz ar C’hrist a yac’ha ac’hanout, sav ha fich da wele. Ha raktal e savas.