Izaak a hadas en douar-se, hag e tastumas er bloaz-se kant kemend-all rak an AOTROU e vennigas.
Sant Lucas 8:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krias: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lod all a gwezaz en douar mad, hag a zavaz hag a roaz frouez, kant evit unan. O lavaret kement‐man, e crie: Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn evit klevet! |
Izaak a hadas en douar-se, hag e tastumas er bloaz-se kant kemend-all rak an AOTROU e vennigas.
An AOTROU en deus kaset deoc'h e holl servijerien, ar brofeded, o c'haset en deus adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket o selaouet, n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou,
An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger, en kompren hag a zoug frouezh, ur c’hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, unan all tregont.
Ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer hag a zoug frouezh, ur c’hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.
Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c’hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.
N’eo mat nag evit an douar nag evit an teil. E deurel a reer er-maez. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.
Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, ar spern a savas gant ar greun hag o mougas.
Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.
en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. An hini a drec’ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.