Sant Lucas 8:49 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma komze c’hoazh, unan bennak eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc’h a zo marv, na skuizh ket ar Mestr. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E‐pad ma oa c’hoas o komz, e teuaz unan euz a di chef ar sinagog, hag a lavaraz dezhan: Da verc’h a zo maro; na choum ken da skuiza ar Mestr. |
Met Jezuz, o c’houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d’ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c’heñver.
Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu, ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc’h a zo o paouez mervel, met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo.
Setu, unan eus pennoù ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezañ e welet, en em daolas d’e dreid
ha mar respontfe an den a zo en e di: Na dregas ket ac’hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin er gwele, ne c’hellan ket sevel evit o reiñ dit,
Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c’hantener a gasas etrezek ennañ mignoned da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n’on ket dellezek e teufes dindan va zoenn.