Sant Lucas 8:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An den a oa aet kuit an diaouled anezhañ en pedas d’e lezel da vont gantañ. Met Jezuz a lakaas anezhañ da vont en-dro o lavarout: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an den euz a behini e oa eat kuit an drouk‐sperejou, hen pede da lezel anezhan da choum ganthan; mes Jesus a gassaz anezhan kuit, en eur lavaret: |
Da bediñ a ran, o AOTROU, rak me a zo da servijer, da servijer mab da vatezh. Dieret ec'h eus va ereoù.
Goulennet em eus un dra hepken digant an AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioù va buhez, evit arvestiñ ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez.
Te eo va repu, va diwall a rez eus an estrenvan, va gronnañ a rez gant kanaouennoù a zieubidigezh. Ehan
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d’e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac’hanon.
Holl dud bro ar C’hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont bras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ.
Distro da’z ti ha lavar an traoù bras en deus Doue graet dit. Mont a reas kuit oc’h embann dre holl gêr kement en doa Jezuz graet en e geñver.
Gwasket on eus an daou du, o kaout ar c’hoant da zilojañ ha da vezañ gant Krist, ar pezh a vefe kalz gwelloc’h din,