en em zalc'h er bezioù, a dremen an nozvezhioù e kevioù, a zebr kig moc'h, a gendalc'h meuzioù hudur en o listri,
Sant Lucas 8:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe Jezuz diskennet d’an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc’het gant diaouled pell a oa. Ne zouge ket a zilhad ha ne chome ket en un ti met er bezioù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oe diskennet Jesus d’an douar, eun den euz ar gear‐ze, hag a oa possedet abaoe pell amzer gant drouk‐sperejou, a zeuaz d’he zialben. Ne oa ket a zillad varnezhan, ha ne choume ket er gear, mes er beziou. |
en em zalc'h er bezioù, a dremen an nozvezhioù e kevioù, a zebr kig moc'h, a gendalc'h meuzioù hudur en o listri,
Piv bennak a stoko er parkeier ouzh un den lazhet gant ar c'hleze, pe ouzh ar c'horf eus un den, pe ouzh un askorn den, pe ouzh ur bez, a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Dont a rejont da gavout Jezuz hag e weljont an hini a oa bet dalc’het gant an diaouled, an hini a oa bet dalc’het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat. Hag o doe aon.
Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d’e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac’hanon.
Diwiskañ a reas ivez zoken e zilhad, hag e profedas, eñ ivez, dirak Samuel, hag en em daolas en noazh war an douar e-pad an deiz-se hag e-pad an noz-se. Setu perak e vez lavaret: Hag-eñ emañ Saül e-touez ar brofeded?