D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!
Sant Lucas 8:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu petra eo ar barabolenn-se: An had eo ger Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Setu aman eta ar pez a zinifi ar barabolen‐ze. |
D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!
Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
Lavarout a reas dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos neuze e komprenot an holl barabolennoù?
Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou, met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c’halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet.
Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.