An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.
Sant Lucas 6:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c’hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a rea ive dezhe eur barabolen: Daoust hag eun den dall a hell ren eun den dall? Ha na gwezint‐hi ket ho daou er poull? |
An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.
Setu perak an AOTROU ne gavo ket a blijadur en o zud yaouank, ha n'en devo ket a druez ouzh o emzivaded nag ouzh o intañvezed, rak n'int holl nemet tud fall ha drouk, pep genoù a lavar euzhusted. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.
Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, ha pa rin war o zro e vint diskaret, eme an AOTROU.
Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, hag e vint diskaret da vare ma rin war o zro, eme an AOTROU.
Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ.
Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.
Met an dud fall hag an douellerien a yelo en ur washaat, o touellañ hag o vezañ touellet.