Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiñ dezhañ, evel ma voe diagent.
Sant Lucas 6:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) roit ho pennoz d’ar re a ro malloz deoc’h ha pedit evit ar re a wall‐gomz ouzoc’h; |
Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiñ dezhañ, evel ma voe diagent.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir eo en em roet ar Filistined d'ar veñjañs, oc'h en em veñjiñ faeüs en o ene, betek distrujañ holl dre gasoni peurbadus,
en abeg da-se, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: A-dra-sur, e tan va gwarizi em eus komzet a-enep ar broadoù all hag a-enep Edom, o deus en em roet dezho o-unan va bro da berc'hennañ, gant levenez en o c'halon ha dismegañs en o ene, evit ober anezhi un douar digor d'ar preizh.
Met me a lavar deoc’h: Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc’h heskin,
Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.
Met me a lavar deoc’h c’hwi am selaou: Karit hoc’h enebourien, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h,
Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.
Hag evel ma c’hoarvezas un emsavadenn eus ar Yuzevien hag ar baganed, a-unvan gant o fennoù, da wallgas ha da veinata anezho,
O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec’hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.
En em skuizhañ a reomp o labourat gant hon daouarn hon-unan. Dismegañset, e vennigomp; heskinet, e c’houzañvomp;
Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se.
hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.