Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc’h a zo gwall boaniet gant un diaoul.
Sant Lucas 6:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re a oa dalc’het gant speredoù hudur a oa ivez yac’haet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar re a oa tourmantet gant sperejou impur a oa ive iac’heet. |
Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc’h a zo gwall boaniet gant un diaoul.
Aotrou, az pez truez ouzh va mab hag a zo loariek ha gwall boaniet. Alies e kouezh en tan hag alies en dour.
O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn, gant e vandenn diskibien hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac’haet eus o c’hleñvedoù.
Tud ar c’hêrioù nesañ a zerede ivez a vandenn da Jeruzalem, o tegas klañvourien ha tud heskinet gant speredoù hudur, hag e oant holl yac’haet.