Ouzh piv out bet heñvel evel-se, e gloar hag e braster, e-touez gwez Eden? Taolet e vi d'an traoñ gant gwez Eden, e donderioù an douar. Gourvezet e vi e-touez an diamdroc'hidi, gant ar re a zo bet lazhet dre ar c'hleze. Setu Faraon hag e holl engroez, eme an Aotrou AOTROU.
Krial a reas a vouezh uhel, hag e komzas evel-henn: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, hejit he delioù ha stlabezit he frouezh, ra dec'ho al loened a-zindani hag al laboused diouzh he brankoù.
Diwar-benn ar pezh en deus gwelet ar roue, ur gedour a-douez ar sent o tiskenn eus an neñv hag o lavarout: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, met lezit en douar ar c'hef gant ar gwrizioù, ha gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier, ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha ra en devo e lod gant loened ar parkeier, betek ma vo tremenet warnañ seizh amzer,
Hag e lavaras d’ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ ha ne gavan ket. Troc’h anezhi. Perak e talc’h lec’h en aner en douar?